Istor Iran

Gant Iran ez eus unan eus sevenadurioù koshañ ar bed.

En Iran ez eus aspadennoù eus obererezh mab-den hag aspadennoù sevenadurel eus oadvezh ar maen. Adkavet ez eus bet binvioù maen eus ar Paleolitik izelañ e Balouchistan Iran. Emaint e-touez ar binvioù koshañ a zo bet dizoloet en Iran, hag istimañ a reer o oad da 800 000 a vloavezhioù.

E gwalarn Iran e krogas an tremen d’un armerzh produiñ madoù e-pad ar Mezolitik (10 000 bloaz kent JK), peogwir ez eus ul lec’hienn gant roudoù eus an obererezh-se e korn-bro mor Kaspia. Deroù an Neolitik en Iran zo etre ar VIIvet hag ar VIvet milved kent JK. Tureng Tepe ha Yarim Tepe a brou e oa bet kreizennoù labour-douar e traoñienn Gorgan er VIvet milved kent JK. Darempredoù tost a vefe bet etre ar sevenadurioù-se ha sevenadurioù amezek Jeitun (su Turkmenistan) ha Sialk II (tost da gKashan e-kreiz Iran), er-maez eus traoñienn Gorgan.

A-hed ar IV milved kent JK e pad Oadvezh ar c’houevr en Iran, aroueziet gant traezoù kouevr ha priaj livet e Suzian (mervent Iran, bremañ war tiriad Khuzestan) hag e Sialk (kreiz Iran). A-boan eo krog an henoniourien d'anavezout orin ar sevenadurezhioù annezet war an douar-mañ, evel sevenadurezh Jiroft, 5000 bloaz zo, a savas kêrioù kalz a-raok ar sevenadurezhioù egiptat ha gresian.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search